Degemer
Wikipedia
an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl.
Pennad ar miz

Yr Wyddfa (Snowdon e saozneg) zo ur menez e hanternoz Kembre, ar menez uhelañ er vro-se, gant 1085 metr a uhelder.
Emañ e Park Broadel Eryri, e kontelezh Gwynedd. Kern Yr Wyddfa eo menez uhelañ torosad Eryri. Un tren bihan zo da vont betek al lein adalek Llanberis. Savet e voe an hent-houarn-se e 1896.
Ur bern tud a bign gant ar menez, n’eo ket gant an tren, met war droad. E 2019 e oa bet ouzhpenn 590 000 a dud o kerzhet betek al lein, tra ma oa bet 140 000 den all o vont di gant an tren bihan. Bez’ ez eo ar menez eus Breizh-Veur ma teu ar muiañ a dud. Eus al lein e vez kaer ar gwel ha pa vez dizolo an amzer e c’haller gwelet betek Iwerzhon, Bro-Skos, Manav ha Bro-Saoz, ouzhpenn ma weler un tamm mat eus hanternoz ha kreiz Kembre.
E krec’h e kaver un ti da zegemer an douristed, anvet Hafod Eryri, gant un ostaleri digoret e 2009, e-lec’h an hini a oa bet savet er bloavezhioù 1930. An tren n’a en-dro nemet eus miz Meurzh da viz Here.
Keleier

- 4 a viz Even : marvet eo an aozourez bannoù-treset ha sevenerez Marjane Satrapi (skeudenn).
- 31 a viz Mae : arme Israel a ya war-raok e kreisteiz Liban, en norzh d'ar stêr Litani.
- 28 a viz Mae : marvet eo ar skrivagner ha sevener Mikeal Treger.
- 28 a viz Mae : dilennet eo Andris Kulbergs da gentañ ministr Latvia.
- 23-28 a viz Mae : skoulad amzer domm-gor e Breizh, evel e broioù all Kornôg Europa.
- 25 a viz Mae : gant ar pab Leon XIV ez eus embannet ur c'helc'hlizher anvet Magnifica Humanitas, diwar-benn an naouegezh artifisiel.
- 18 a viz Mae : e Republik Demokratel Kongo e teu adarre ar virus Ebola war-wel ha lazhet ez eus gantañ degadoù a dud, e proviñs Ituri dreist-holl.
- miz Mae : meur a zen zo lazhet ha degadoù gloazet e manifestadegoù a-enep ar gouarnamant e Bolivia.
- 16 a viz Mae : gant Dara, ur ganerez eus Bulgaria, eo aet ar maout e kenstrivadeg kan an Eurovision.
- 12 a viz Mae : dont a ra Rhun ap Iorwerth da vezañ kentañ ministr Kembre.
- 9 a viz Mae : en Hungaria e teu Péter Magyar da vezañ Kentañ ministr.
A-zivout ar Wiki
- Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
- Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù. Sellit ouzh penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh roll ar fazioù stankañ.
- Porched ar gumuniezh: amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout
- Roll ar porchedoù: eno e vo kavet pennadoù a bep seurt
Ha gouzout a raec’h ?

- Ar pizzaioù Margherita zo bet anvet en enor da Margherita di Savoia, rouanez Italia etre 1878 ha 1900.
- Biken ne voe echuet an douger-nijerezioù Graf Zeppelin alaman, an hini nemetañ en istor ar vro ha kroget da vezañ savet e 1936.
- Terminator the Second a gont istor Terminator ar Varn ziwezhañ en ur implijout arroudoù eus oberennoù William Shakespeare nemetken.
- Ken strafuilhet e voe Nelly Sachs gant darvoudoù euzhus ar brezel ma tremenas meur a vloaz e bredospitalioù goude an Eil Brezel-bed.
- Ronan Caerleon (1914-1986) an emsaver katolik, a oa troet da boder d'an oad a 60 vloaz.
- Ne ouier ket anv resis an trede pab roman, Anacletus a vez graet an aliesañ eus outañ.
- John Wayne Gacy, al lazher a steudad stadunanat, a oa lesanvet ar "furlukin lazher".