Mainz (Moguntiacum pe Mogontiacum e latin, Mayence e galleg ha gwechall e saozneg, Magonza en italianeg, Moguncja e poloneg, Maguncia e spagnoleg) eo kêr-benn ha brasañ kêr stad Rheinland-Pfalz en Alamagn, war lez kleiz ar Roen, dirak kember ar stêr Main. Ur gêr roman kozh e oa, brudet e oa he skol-veur adalek ar Grennamzer, hag un arc'heskobiezh e oa ivez. Dilenner an Impalaeriezh santel roman german e oa an arc'heskob. 223.318 a dud a oa o chom e kêr e dibenn 2023.

Iliz-veur Mainz.
Pelec'h emañ Mainz en Alamagn.

Mogontiacum, krenv-lec'h roman war ar stêr Roen, ha kêr-benn Germania Superior.

Kêrioù gevellet

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.