FAMAS
Ar FAMAS, pe FA-MAS, akronim evit Fusil d'Assaut - Manufacture d'Armes de Saint-Étienne, zo ur fuzuilh-arsailh gall kalibr 5,56 × 45 mm NATO doare bullpup implijet dreist-holl gant an arme c'hall abaoe dibenn ar bloavezhioù 1970.
| FAMAS | |
|---|---|
Ur fuzuilh-arsailh FAMAS F1 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh-arsailh tennadeg tri zenn/damaotomatek/aotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre argil, bullpup |
| Munision | 5,56 × 45 mm NATO |
| Ijiner | Paul Tellié |
| Produerien | Manufacture d'Armes de Saint-Étienne GIAT Industries |
| Bloaz krouidigezh | 1967 |
| Mare implij | 1979 – bremañ (en arme c'hall) |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 3,780 kg (F1) 3,747 kg (G2) |
| Hirder | 757 mm |
| Hirder ar c'hanol | 488 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 300 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 925 m/s - 960 m/s |
| Endalc'h | Kargerioù fiñv 25 kartouchenn (F1), 30 kartouchenn (G2) |
| Adstummoù | FAMAS F1 FAMAS G1 FAMAS G2 FAMAS Félin FAMAS commando FAMAS civil FAMAS export FAMAS surbaissé FAMAS valorisé |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
Goulennet hag implijet eo bet adalek ar bloavezhioù 1960 gant an arme c'hall evit kemer plas ar fuzuilh FSA MAS 1949-56 (kalibr 7,5 mm) hag ar bistolenn-vindrailher MAT 49 (kalibr 9 mm Parabellum). Klask a rae an arme kaout ur fuzuilh c'halloudus, aes da implijout ha da gempenn, hep ma vije re vras.
E miz Gwengolo 2016 e oa bet dibabet ar fuzuilh-arsailh alaman HK416 evel arm-skoaz standart nevez an arme c'hall[1]. Tonket eo da gemer plas ar FAMAS penn-da-benn.
Istor
kemmañEr bloavezhioù 1960 ha 1970 e rae c'hoazh an arme c'hall gant armoù ganet a-raok pe just goude an Eil Brezel-bed hag implijet da vare brezelioù didrevadenniñ ar bloavezhioù 1950, evel ar fuzuilh MAS 49/56, ar bistolenn-vindrailher MAT 49 hag ar fuzuilh-vindrailher FM MAC 24/29. Tamm-ha-tamm e teuas war-wel e oa diamzeriet an armoù-se e-keñver fuzuilhoù modernoc'h o gwikefre evel an AK-47 soviedel.
E-kreiz ar bloavezhioù 1960 e c'houlennas ar gouarnamant gall lakaat bodañ ur skipailh ijinourien da sevel un arm nevez. Karget e voe ar Manufacture d'Armes de Saint-Étienne d'ober al labour adalek 1967. Paul Tellié, un ijinour hag en doa labouret evit kemmañ ar MAS 49 e MAS 49/56, hag en doa krouet ar fuzuilh-resisted FR-F1[2], a ginnigas ar c'hentpatrom kentañ e 1971[3]. Kinniget e voe an arm nevez en ur mod publik e 1973. Adalek 1979 e krogas an arme c'hall da reseviñ anezho. Etretant e oa bet esaeet armoù all, evel ar fuzuilhoù-arsailh suis SIG 540 e Liban e 1978.[4]
Stumm kentañ ar FAMAS, anvet F1, zo bet gwerzhet ouzhpenn 400.000 skouerenn anezhañ e Frañs hag en un nebeud broioù all (Djibouti, Gabon, Senegal hag Emirelezhioù Arab Unanet)[5]. GIAT Industries a broduas goude adstummoù G1 ha G2 a zouje ouzh norm standardizaat STANAG 4719 AFNA. Ar Marine Nationale a ra gant an adstumm G2[6].
Paouezet e voe da broduiñ ar FAMAS e 1992[7]. Kempennet e vez hiziv-an-deiz en uzin Nexter Mechanics e Tulle.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Jean Huon, Le FAMAS et son histoire, Crépin-Leblond, 2010, 194 p., ISBN 9782703003366
Daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) SAMANA Pascal, Quand l'armée française opte pour le "made in Germany", BFM TV, 09/09/2016 (lennet d'ar 17/10/2024)
- ↑ (fr) BREUVART Pierre, FAMAS F1, L’ARME DES « 300 DERNIERS METRES », LAI Publications, 25/02/2022 (lennet d'an 12/09/2025)
- ↑ (fr) LAGNEAU Laurent, Décès du général Paul Tellié, le « père » du FAMAS, Opex 360, 12/11/2014 (lennet d'ar 17/10/2024)
- ↑ (fr) GOYA Michel, Mai 1978, le mois de la foudroyance, 22/05/2021 (lennet d'ar 17/10/2024)
- ↑ (27 janvier 2008) Jane's infantry weapons, Jane's Information Group (in en). 943 p. ISBN 978-0-7106-2834-3. .
- ↑ (en) McCOLLUM Ian, FAMAS G2: The French Navy Updates its Bullpup, Forgotten Weapons, 27/05/2020 (lennet d'ar 17/10/2024)
- ↑ (fr) FAMAS, Musée d'art et d'industrie Saint-Étienne (lennet d'ar 17/10/2024)