Brezel
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar brezel a zo ur bec'h etre riezoù pe strolladoù bras a-walc'h o vent, a ya da lakaat anezho da implijout armoù hag an nerzh fizikel en ur enebiñ. Dispaket int dre sevel luioù soudarded kaset e tu all an harzoù a oa etre an div gostezenn a-raok. Pal ar vrezelerien eo tapout pe virout tiriadoù 'zo, hag e c'hoarvez ma vez kollet hag adtapet an tiriadoù en-dro gant pep a du. Un aozadur hag ur raktres milourel a vez savet gant an emgannerien. Bez e c'hell ar brezel bezañ berr (dindan ur bloaz pe ur miz) pe padout meur a vloavezh gant meur a gampagn, da lavaret eo prantadoù tagadennoù e-kreiz ehanoù. Brezeloniezh, pe polemologiezh, eo anvioù ar skiant a zo he fal studiañ ar brezelioù.
| Dañjer liammet | casualty, war damage, uncertainty |
|---|---|
| Perzhiad | Stad, urzhiadur milourel |
| Abeg pennañ | casus belli, conflict escalation |
| Efed | effects of war |
| Studiet gant | istor milourel, Brezeloniezh, peace and conflict studies, Institute for the Study of War, sociology of peace, war, and social conflict |
| Hashtag | wars |
| Dezverket dre | doare brezel |
| Istor | history of war |
| Pleustret gant | brezelour, fictional warrior, Goprsoudard, fictional mercenary |
| Handled, mitigated, or managed by | preventive diplomacy, peace process, anti-war movement |
| Enebet ouzh | peoc'h |

Meur a abeg a vez da vrezeliñ : gounid pe adc'hounid ar riegezh, un tiriad, danvezioù naturel, ledanaat levezon ur relijion pe un ideologiezh. Pa vez adtapet un tiriad a oa bet skrapet hag ac'hubet e vez kaoz eus ur brezel dieubiñ. Pa vez brezel etre kostezennoù e diabarzh ur riez e vez kaoz eus ur brezel diabarzh. Betek diwezh an Eil Brezel-bed e vezed kustum da embann un disklêriadur brezel ofisiel, spis e stumm.
Gant ar brezel e vez kaset tud d'ar marv ha n'int holl dibellaus, dreist-holl pa vez lazhet nannsoudarded e-leizh evel e-korf brezelioù an XXvet kantved ha re ar XXIañ ivez. E-pad an XXvet kantved ez eus bet jedet e c'hellfe bezañ bet lazhet etre 130 ha 142 milion a dud, nannsoudarded an darnvuiañ anezho. Hag e-touez ar buhezioù kollet-se, 51 milion a dud a zo marvet e diwezh an Eil Brezel-bed.
Istor ar brezel
kemmañ- Pennad pennañ : Istor ar Brezel
N'eus emglev ebet ez eus diwar-benn orin ar brezel. Hervez reoù 'zo e oa bet atav brezelioù etre ar strolladoù denel tra ma pouez ar re arall war ar fed n'eus ket sin ebet a vrezel e-pad ar Ragistor. Da gentañ e oa ar brezel un heuliad ag argadegoù bihan ; n'eo nemet gant ganedigezhioù ar riezoù kentañ, 5000 bloaz 'zo, e c'heller gwelout kampagnoù milourel bras.
Gwelet ivez
kemmañ- Brezel-bed
- Brezel diabarzh
- Brezelekaerezh
- Brezelerezh
- Brezelgarouriezh
- Brezeloniezh
- Kadouriezh
- brezelour ha kenvrezelour
- Pennadoù hag a grog gant ar ger brezel er wikipedia
Liammoù diavaez
kemmañ(en) — Saoznek eo an holl liammoù all.
- O komz diwar-benn ar brezel Penaos e tiviz an demokratelezh mont da vrezeliñ ?
- The Warlords ("Aotrounez ar brezel"), C. Wright Mills, The Power Elite, 1956
- Ul listennad brezelioù
- Pennadoù diwar-benn ar brezel, ur sturlevr istorel, ul lec'hienn digor diwar-benn ar brezel
- Amzeroniezh ar brezelioù dre ar bed, eus 3000 k. J-K betek 1999
- Brezelioù gwadusañ an XXvet kantved
- Niver ar marvioù en emgannoù ar XVIvet, XVIIvet, XVIIIvet ha XIXvet kantved
- Niver a varvioù e gwallreuzioù, brezelioù ha gwallzarvoudoù
- Teulioù ha daveoù diwar-benn ar brezelioù, an torfedoù brezel hag ar gouennlazhoù
- Titouroù diwar-benn perzh ar boblañsouriezh er brezelioù
- Correlates of War (COW) : kendavead diwar-benn ar brezelioù
- Correlates of War 2
- Antiwar.com
- Stanford Encyclopedia of Philosophy
- Complex Emergencies Database (CE-DAT) - Un diaz-ditouroù diwar-benn skog ar brezelioù war mab-den
- Christopher Caldwell: Youth and War, a deadly Duo - short summary of youth bulge theory Sac'het 02-02-2013
- WarWiki (N'eo ket ezel eus ar raktres Wikimedia)
- War Disaster and Genocide — Ur renabl eus ar marvioù a-vernadoù
- Gwengel ar goueziad peoc'hus
- Flod ar wiriegezh kentidik
- Ar brezel etre ar meuriadoù
- "Arz ar brezel — delc'her d'ar pal ? skignet gant BBC Radio 4, abadenn In Our Time ("En hon amzer")
- War Studies Primer - ur gentel-ginnig diwar-benn studi ar brezel
